Alan Moore

Alan Moore e 2008

Alan Moore, ganet d'an 18 a viz Du 1953 e Northampton, zo ur senarioour bannoù-treset hag ur skrivagner saoz. Watchmen, V for Vendetta ha From Hell eo e oberennoù brudetañ e bed ar comics.

Kregiñ a ra Alan Moore da labourat gant tiez-embann breizveuriat a-raok kenderc'hel gant tiez-emban amerikan. Brudet eo evit bezañ an hini bet lakaet ar comics da vezañ meüroc'h ha lennegeloc'h er bloavezhioù 1980. Degaset kalz en deus ivez e keñver stumm ar medium, dre efedoù pajennaozañ ne oant ket bet embannet betek-henn. Levezonet eo bet gant aozerien evel William S. Burroughs, Thomas Pynchon, Robert Mayer hag Iain Sinclair, skrivagnerien skiant-faltaziñ evel Michael Moorcock hag euz evel H.P. Lovecraft, Clive Barker, filmaozerien evel Nicolas Roeg. Er bannoù-treset, devoudus eo bet levezon Bryan Talbot, diaraoger ar vandenn-dreset evit an dud vras, aozer The Adventures of Luther Arkwright.

Hepkigour[1] ha anavezet evit e venoioù anarkour[2], en em reiñ a ra da anaout evel un hudour[3] hag un azeuler eus Glikon, un doue-naer roman[4].

  1. http://entertainment.timesonline.co.uk/tol/arts_and_entertainment/books/article822552.ece
  2. http://news.infoshop.org/article.php?story=2007alan-moore-interview
  3. https://web.archive.org/web/20170902004812/http://www.lesinfluences.fr/Alan-Moore-le-pop-magicien.html
  4. Moore's murderer, ur pennad-skrid gant Steve Rose embannet e The Guardian d'an 2 a viz C'hwevrer 2002

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search